|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Paol ar Meur
E Brest e krog ar skrid, e-kerzh bloavezhioù diwezhañ an eil milved. Distro eo Ivon Sanseo e kêr e vugaleaj, evit mont war ar vicher paotr-al-lizhiri enni.
Kêr e amzer gentañ eo met en em gavout a ra evel un estren enni. Mouzhet eo e vamm outañ. Tamall a ra homañ outañ marv kriz e c'hoar, e vreur hag e dad. Kontañ a ra ar paour-kaezh den, koulskoude, darvoudoù e vuhez gant fent, eus Pariz da Vrest, en ur dremen dre hengoadeier Gwian hag uheldirioù Enez ar Reünion.
Embannadur : Kerzu 2017 Golo gwevn 154 fajenn - Mentoù : 14,9 x 21 cm - Pouez : 220 g. Embanner : Kerber Kore ISBN : 978-2956303107
|
8.00 € TTC Er stok |
|