|
Levr e brezhoneg Rummad : Relijion
Pal pennañ al levr-mañ eo prientiñ ar bugel evit e Bask «bihan», e Bask kentañ. Evel-just e c'hell bezañ implijet evit bugale vrasoc'h, krennarded ha tud en oad zoken.
Savet eo al levr evit ur bloavezh leun, ur gentel bep sizhun da skouer, met implijet e vo e-doug meur a vloaz betek ar gomunion gentañ. Ar c'hentelioù a vo gwelet bep bloaz ha donaet e vint a-feur ma koshaio ar bugel.
Hervez e oad hag e zoare, ha diouzh an amzer-liturgiezh eus ar bloavezh kristen e vo ret lezel kentelioù ?zo a gostez rak gwelet e vint diwezhatoc'h, pe ez int bet gwelet dija hag e kavo deoc'h ne vo ket dav o adwelout.
Dreist-holl evit ar vugale etre 4 hag 8 vloaz eo savet ar c'hentelioù eta. Penndalc'hel eo ar bloavezhioù-se : dizoleiñ a ra ar bugel e «vMe», kemer a ra plegoù mat pe fall, hag e ra e gresk oc'h en em zigeriñ d?ar vuhez, buhez e gorf o kreskiñ, ha buhez e spered ma c'hwezh ennañ Gras Doue.
En ur sellout ouzh ar skeudennoù e vo aes komz en un doare eeun ha diardoù gant ar bugel, hag e vo piket e galon glan a vugel, ha broudet e c'hoant-gouzout.
Kement-mañ ne vo ket tra-walc'h : ar bedenn bemdeziek ha reoliek gant holl izili an tiegezh a zo a-bouez bras, ha skouer vat ar gerent en o buhez pemdez ivez ha dreist-holl. Un ene en deus ar bugel.
Un deiz e vo treuzkemmet e ene da vezañ damheñvel ouzh Doue da c'hellout arvestiñ outañ fas-ouzh-fas, en e c'hloar. Kement-se a c'hoarvezo mar plij gant Doue, gant ma vezo desket a-zoare gant e dud, Tad ha Mamm, e gatekizerien, hag ar veleien.
Embannadur : Ebrel 2017 Skeudennet e liv - Golo gwevn 248 pajenn - Mentoù : 21 x 14,6 cm - Pouez : 385 g. Embanner : Imbourc'h ISBN : 978-2-910493-31-8
|
20.00 € TTC Er stok |
|