|
Levr bannoù-treset e brezhoneg Rummad : Relijion
Skrivagner : Guy Lehideux Tresadennoù gant : Charlie Kiefer Troet gant : Fabrig Coupechoux, Imbourc'h
Ur plac'hig vihan e voe, ha neuze ur vaouez yaouank : da 24 bloaz e varvas. En ur gêr vihan e oa o chom, gant nebeut a dud he devoe darempredoù, ha, ken abred ha d'he femzek vloaz ez antreas en ur gouent kloastret en he c'hêr c'henidik.
Ugent vloaz war-lerc'h he zremenvan avat, e tisklerias sant Pius X ez eo "ar santez vrasañ eus an amzer kemped". E 1925, Pius XI he lakaas war roll ar sent ha da batronez ar misionoù, daoust ma voe berr-tre he beaj nemetañ, betek Roma !
E 1997, da geñver kantved deiz-ha-bloaz he donedigezh en Neñvoù, e kinnigas ar pab Yann-Baol II he "hent speredel bihan" d'an holl gristenien, evel un hent asur-tre evit en em santelaat.
Lezet he deus war he lerc'h, war c'houlenn he superiorezed, tri dornskrid, a voe embannet en holl yezhoù ar bed, dindan an anv "Istor un ene".
En ur lenn ar skridoù-se e teujod da gompren pegen bras e voe kalonegezh, feiz, brokusted-ene, ha dreist-holl ar garantez evit Doue hag an nesañ, a leunie kalon ar plac'h vresk-mañ.
Setu aze istor kaer, fromus ha dispar santez Tereza ar Mabig Jezuz hag an Dremm-Santel, a vez karet er bed a-bezh, hag a anavezer dreist-holl dindan anv "Santez Tereza vihan" pe "Santez Tereza a Lisieux".
Embannadur : Gouere 2015 Skeudennet e liv - Golo gwevn 38 pajenn - Mentoù : 18 x 27 cm - Pouez : 115 g. Embanner : Imbourc'h ISBN : 2-910493-30-X
|
10.00 € TTC Er stok |
|