|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Yann Mikael
E 1937 eo bet ganet Yann Mikael, en atant bihan a zalc'he e gerent e Gwenvenez-Penfaw e Bro-Naoned. Kroget en deus da zeskiñ brezhoneg gant Skol Ober pa oa o labourat er Sahara en ur c'hevredad sevel hentoù goude bezañ bet kemeret perzh e darvoudoù Aldjeria e-pad e amzer soudard en arme c'hall. Distreiñ a reas da Vreizh e dibenn 1965, ha dimeziñ a reas e 1966 d'ur Gernevadez vrezhonegerez, genidik eus St-Gwazeg. En em staliañ a reas a-nevez en e barrez c'henidik, gant e wreg, en ur gemm micher ur wech c'hoazh, o labourat e Gwazerezh an Tredan. E 1974 en em stalias e Blaen, e-lec'h emañ brepred o chom. O tennañ danvez eus an holl draoù pe darvoudoù buhezet gantañ e kerzh ar bloavezhioù-se, eus e vicherioù a bep seurt, eus e berzh kemeret en Emsav zoken, en deus savet meur a zanevella voe embannet adalek 1968 e-barzh Al Liamm, Preder, Imbourc'h, ha nevezeik zo, e-barzh Aber. An dastumad-mañ a zo, mui pe vui, hentad ur Breizhuhelad en deus piaouet ar vreizhadelezh en he fezh hervez ar skouerioù ha sturiadennoù a roe Roparz Hemon en e levr brudet : "Ur breizhad oc'h adkavout Breizh". Dreistbevañ a rae memestra ar vreizhadelezh-se en e amva tiegezhel, e lec'hanvadurezh ha gweledvaoù e vro c'henidik, evel un hadenn voredet na c'houlenn nemet dour, heol, temzoù ha un tamm karantez en-dro dezhi, evit diwan a-nevez ha kreskiñ.
Embannadur : Here 2008 Golo gwevn 280 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,7 cm - Pouez : 380 g. Embanner : Imbourc'h ISBN : 978-2-910493-25-3
|
15.00 € TTC Er stok |
|