
|
Levr e brezhoneg Rummad : Geriadur
Skrivagner : Yann Guillamot
Setu teñzor ar brezhoneg komzet e Kerne-Izel ! Rouez-tre eo bet saverien geriaouegoù o plediñ da vat gant brezhoneg mervent Breizh-Izel. Kantadoù a c’herioù n’int ket bet bet renablet anezho, kantadoù a droioù-lavar, a rimadelloù, doareoù fent ar gevredigezh a-wechall a zo chomet dianav-krenn.
Dastumadennoù Yann Guillamot, bet enrollet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 pa oa birvidik ar yezh, a stank un toull bras en anaoudegezh hon eus eus hor yezh.
Al levr-mañ ne vez ket implijet e-giz ur geriadur boutin met e-giz un eskemm gant ar vrezhonegerien a-vihanik, leun a fent, leun a deneridigezh, goapaus ha doujus war an dro, o veskañ brezhoneg tro ar c’hraou ha brezhoneg Sul.
Ur benveg a bouez evit an holl re a faot dezhe roiñ gwrizioù d’o farlant.
Embannadur : Here 2026 Golo gwevn 532 bajenn - Mentoù : 19 x 24,5 cm - Pouez : 1165 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0199-1
 |
18.00 € TTC  Er stok |
|