
|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Mai Ewen
Anjela Duval, Naig Rozmor, Mai Ewen... Teir barzhez hag o deus kresket ha kaeraet liorzh hol lennegezh. Padal, ne ra ket Mai Ewen muioc’h a drouz eget ur galvennig c’hlas...
Met n’eo ket trouz a ra ar varzhoniezh. Avelioù, houlennoù, hentoù bleiz... Nerzhioù ar galv. Dalc’hmat e tifenn Mai Ewen an natur, ar yezhoù, ar maouezed, an divroidi...
Ne goll ket he fent evit kelo. Ur fent a oar skourjezañ ha frealziñ tro-ha-tro. Sakr eo ar vuhez ha divarvel an esperañs. Kement-se a oar kanañ gant gerioù eeun ha tener bet kutuilhet en he bugaleaj e Beg ar Roz. Torkad he buhez a ginnigomp amañ, kement ha beajiñ en he ser adalek ar werzenn gentañ.
Embannadur : Here 2026 Golo gwevn 206 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 235 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0202-8
 |
13.00 € TTC  Er stok |
|