
|
Levr brezhoneg-galleg Rummad : Geriadur
Skrivagner : Al Liamm
Abaoe ouzhpenn 60 vloaz ez eo geriadur Al Liamm unan dave e-touez ar geriadurioù brezhonek. Adwelet ha reizhet eo bet an embannadur-mañ, hiriekaet ar c’heriaoueg. Ouzhpenn 60 000 pennger a gaver ennañ, un tu brezhoneg-galleg hag unan all galleg-brezhoneg dezhañ. Fraezh hag eeun eo ar c’hinnig.
Ar stagadenn yezhadur a vo ur gwir rekour d’an implijourien hag implijourezed. Ar reizhskrivañ implijet er c’helenn hag ar vuhez foran a gaver ennañ. Un ostilh eus ar c’hentañ eo geriadur Al Liamm evit an neb a fell dezhañ implijout ur yezh wirion hag a-vremañ, forzh peseurt live a vefe gantañ pe ganti.
Un ostilh prizius hag aes da gas gantañ eo, evit ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed ampart kement hag evit ar re war an hent da vezañ.
Embannadur : Gwengolo 2026 Golo gwevn 1080 pajenn - Mentoù : 13,3 x 19,8 cm - Pouez : 820 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0197-7
 |
20.00 € TTC  Er stok |
|