Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Iwan ar Fur
An deiz ma voe galvet Herve Abegile gant e noter ha roet dezhañ ul lizher bet skrivet gant e dad-kozh aet da Anaon, e voe ret mat dezhañ klask penn d’un dro-gamm gwall luziet itriket gant e dad-kozh.
Luzietoc’h c’hoazh an degouezh pa ra anaoudegezh gant Manuela Casals, ur glañvdiourez katalan bet o labourat en ospital gant e dad-kozh a oa medisin eno.
D’ober en do Herve gant ur familh tavedek, itrik diboell e dad-kozh ha polis Bro-Spagn. Kemer a raio neuze penn un hent ne oa ket en sell da heuliañ.
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 380 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 425 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0170-0
|
14.00 € TTC Er stok |
|