Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Yann Bijer
Er bloavezh 1937 emañ ar brezel etre Republikaned ha Frankisted en e washañ e Bro-Spagn.
Antonio Jimenez, republikan euskarat, a rank tec’hout kuit gant ar chaluter Huerta. Tapet en ur gorventenn e ra peñse ar chaluter e-kichen Keriti-Penmarc’h.
Repu ha labour a gav Antonio er Vro-Vigoudenn a-drugarez d’e vignon Per Palud. Ne c’hell ket distreiñ d’e vro avat rak aloubet eo Europa gant armeoù an Trede Reich.
« Da betra chom bev ma n’out ket e-barzh da frankiz ? » Setu aze tre dodenn pennañ ar romant : stourm groñs a ranker ober ouzh ar faskouriezh hag ouzh kement nerzh hud a lak frankiz an dud hag an demokratelezh en arvar.
Embannadur : Mae 2023 Golo gwevn 250 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 285 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0166-3
|
14.00 € TTC Er stok |
|