|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Loeiza an Duigou Troet gant : Anna Duval-Guennoc
Emeur o prientiñ un arvest bras evit lidañ krouidigezh an embregerezh Tan De’i a brodu boestadoù alumetez abaoe 100 vloaz. Birvilh e-leizh a zo gant an dud er Gêr-Uzin.
Rubinia Pyro, merc’h ar rener, Bohort hag Elvyn, bugale labourerien vunut er Gêr-Uzin a ’n em gav er Forest. Daou voud a zo en o c’hreiz : krennarded int, ya, barrek da dreiñ da loened.
Bleiz, broc’h ha kazh-koad a ranko talañ ouzh darvoudoù dic’hortoz ha skrijus. Rak poent bras eo gwareziñ an endro ha paouez da ziskar gwez forzh pegement evit boueta an uzin.
Youl, ijin hag emglev a gaso anezho war-zu ur pal : saveteiñ an Dervenn Veur, kalon hag ene ar Forest.
Embannadur : Meurzh 2023 Skeudennet e liv - Golo gwevn 168 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 215 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0161-8
|
12.00 € TTC Er stok |
|