|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Yann-Charlez Kaodal
Alep, Belfast, div gêr pell mat an eil diouzh eben, ha koulskoude emeur eno en ur bed a gounnar, a gasoni hag a zisfiziañs, en ur bed a zaeloù saotret gant gwad an dud vunut.
Daoust hag en em dennañ a raio Mahomed hag e vab, divroidi deuet da glask repu e hanternoz Iwerzhon, en un endro ken feuls ?
E bed an Orañjisted emañ Donavan en e vleud, gwarezi ha feulster a zo bet e lod a-viskoazh. Darvoudoù kriz a vo pennabeg d’e waleur ha marteze a-walc’h d’e zasorc’hidigezh.
Daoust ha tapet ha brevet e vo Alanna O’Neill, plac’h ar Gaeltacht, stourmerez evit yezh ha sevenadur he bro, en antelloù stignet war he hent ?
Gant kalz mestroni hag ampartiz eo deuet a-benn Yann-Charlez Kaodal da gas al lenner en un endro spouronus alies mat, ur bed ma kejer gant tud a rank mont da-heul o zonkadur kousto pe gousto.
Ur bed ma ’z eus un tamm spi da gaout memes tra abalamour da youl lod eus an dud da zegas un tamm peoc’h, levenez ha skoazell d’ar re bet gwallgaset gant ur reuz-buhez kriz.
Embannadur : Here 2022 Golo gwevn 188 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 220 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0160-1
|
12.00 € TTC Er stok |
|