|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Yannig Audran
Zulian zo ur paotrig kentoc'h fall baket e lod a pa za e 1835 da gaeraat douaroù Bod-Marc'h e bro ar segalegi : dall, paour ha divamm. Neoazh eh a e vuhez d?eilpenniñ an deiz ma vo roet dezhoñ, get e dad, ur flipo a brezant.
Dre ar sonerezh e c'hellay sevel e gein ha degas birvilh ha from e buhez ar re ?rall da-heul.
Ur veaj tre e diabarzh un den enta, « unan ha ?gleve kan ar gwenen a pa lipa mel, » ur sailh en amzer a-gent ivez, etre daou skrapad ?Napoléonville?, d?ar c'houlz ma oa bet digoret get galeourion un erv e kalon ar vro evit leuskel kanol ar Blavezh da gas, dre dreuz ar lannoù, he dour treboulet d?an c'hwez, d?ar gwad ha d?an daeroù.
Embannadur : Meurzh 2022 Golo gwevn 234 fajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 270 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0157-1
|
14.00 € TTC Er stok |
|