
|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant Dastumad Saga Arvorika
Skrivagner : Yann-Bêr Kemener
Etre 1939 ha 1941 e kemer perzh Yannig hag e re, peoc’helourien anezho, en un iskis a vrezel, lec’h m’emañ an dud vunut en Europ o lakaat o buhez en arvar abalamour da divizoù diskiant ar re a zo e penn ar Stadoù hag a fell dezho kaout muioc’h a c’halloud c’hoazh.
Abalamour da betra e c’hallfe ar re-mañ cheñch tu d’o chupennoù, pa rankfe ar paour-kaezh keodedourien chom feal d’o mammvro, p’emañ luc’hed ha kurun ar brezel oc’h ober o reuz gant bombezennoù o tarzhañ, o tistrujañ kêrioù hag o lazhañ tud ?
Perak n’hallfe ket tud ar bobl c’hoari fin evel ar pennoù bras, dezho da dennañ o mad eus an darvoudoù evit saveteiñ o buhez, kousto pe gousto, ha kaout ul luc’hedenn a esperañs evit ur vuhez gwelloc’h en amzer da zont ?
Embannadur : Here 2026 Golo gwevn 168 pajenn - Mentoù : 12 x 18,5 cm - Pouez : 170 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-198-9
 |
12.00 € TTC  Er stok |
|