|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
Ur romant a veur a vouezh diwar-benn va eontr Youn, breur va mamm, eo.
Ganet e oa e 1914, bet dimezet ha marvet e vaouez en ur wilioudiñ. A bep seurt micherioù en deus graet goude, bezhinaer, martolod DP, dervezhier, micherour “war ar sukr”. Er Marne edo e labourat, pell diouzh e vro, p’eo bet kavet beuzet... Un istor gwir eo, war-bouez neubeut a dra.
Kontet eo gant va mamm, va zad, va zad-kozh, me, va choar henañ hag un neubeut tud all.
Setu istor fromus ur familh e-tro ar bloavezhioù 1930-1960.
Embannadur : Here 2023 Golo gwevn 100 pajenn - Mentoù : 12 x 18,5 cm - Pouez : 115 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-161-3
|
9.00 € TTC Er stok |
|