|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
E penn kentañ an ugentvet kantved, e-touez bezhinaerien ar vro Bagan, ne vefe ket bet anv eus istorioù karantez etre paotred. Bezañ e oa koulskoude, hep mar na marteze.
Ar soñj en deus bet Goulc'han Kervella da gontañ deomp buhez daou zen yaouank, Jaig ha Franz, e 1914, tro-dro da enez Molenez. Deuet eo a-benn ar skrivagner, gant e bluenn skañv, da ziskouez penaos eo bleuniet ur gwir karantez etrezo, bet diframmet goude gant ar Brezel Bras dre ma 'z eo an abeg d'an disparti etre an daou gariad...
Daoust hag eñv e teuio Franz en-dro ? Peseurt dazont evit ur garantez etre daou baotr ?
Setu ul levr a lakao kalon Yann-lenner da dridal...
Embannadur : Genver 2019 Golo gwevn 138 pajenn - Mentoù : 12 x 18,5 cm - Pouez : 155 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-046-3
|
12.00 € TTC Er stok |
|