|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Fañch Peru Tresadennoù gant : Nanda Troman
N'eo ket brav bezañ ki war an tamm douar patatez-mañ, da laras ar gaoz, met evit Melen Pont ar Stivell, ar c'hontrefed an hini zo gwir. Aet kuit bugale e vistri gant o avantur, bewet mat, mitonellet ha moumounet 'vez evel un dilerc'hadenn, tomm dezhañ ha trankil e spered o luduenniñ war e gador-vrec'h :
ur paotr bihan a c'hiz kozh, berr e zivhar ha don e gof, ur penn dezhañ e-unan, a-wechoù goapaus ha fentus, a-wechoù all imorus ha pennadus.
En ur ger, evel a larfe c'hoazh tud zo, etre mab-den ha Melen ar c'hi, n'eus nemet ar vadeiant, ha ma vank ar gomz dezhañ, distagellet mat eo e spered bepred, evel a welfet en ur lenn troioù-kamm kolladenn e dad hag e vamm.
Embannadur : 2002 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 80 pajenn - Mentoù : 12 x 18,5 cm - Pouez : 105 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 2-911447-62-X
|
7.50 € TTC Er stok |
|