|
Levr brezhoneg-galleg Rummad : Beaj
Skrivagner : Katell Chantreau Tresadennoù gant : Jean Bossard
Eus Riobamba betek La Paz o tremen dre Ayacucho ha Lima e oa bet Katell Chantreau o vale bro en Ecuador, Perou ha Bolivia etre Gwengolo 2000 hag Ebrel 2001. He c'harned beaj eo Caminante.
A dres da dres, a zeiz da zeiz, e vez taolennet ur poltred birvidik eus an Andoù a vremañ gant ar vaouez yaouank-se. Livour stourmer, levier kechua, dañsourez marinera, sokiologourez a gas studioù war ar c'hoka, peizanted aymara... diouzh ar c'hejadennoù e cheñch sell ar veajourez war ar bed hag e teu kemm enni hec'h-unan.
Kinnig a ra un doare da vezañ en estrenvro : tapout krog er vuhez pemdez hep klask en em vezviñ gant frondoù a-bell vro.
An daou du e c'heller lenn al levr-se : divyezhek brezhoneg-galleg eo.
Embannadur : Mae 2006 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 270 pajenn - Mentoù : 16 x 19,8 cm - Pouez : 520 g. Embanner : OE éditions ISBN : 978-2-9516484-6-3
|
20.00 € 14.00 € TTC Er stok |
|