|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Youenn Drezen
Neb a lak e fri e oberenn lennegel Youenn Drezen a zalc'h soñj da gentañ eus e bevar romant : Intron Varia Garmez (1941), Skol Louarn Veig Trebern (1972), An dour en-dro d?an inizi (1932), Sizhun ar breur Arturo (1947). Daou anezho zo romantoù, daou all romantigoù tost a-walc'h eus doare an danevell.
Danevelloù Drezen n'eus ket bet roet plas dezho e-giz m?eo dleet en istor al lennegezh vrezhonek modern. Meur a abeg a zo da gement-mañ : an hini pouezusañ moarvat eo peogwir e oant strewet e nouspet kelaouenn diaes da gaout. Ouzhpenn-se, ne oa ket bet Youenn Drezen o fogasiñ ha gant-se eo chomet e skridoù berr dindan skeud e bennoberennoù.
En dastumad-mañ ez eus skridoù bet embannet e meur a gelaouenn disheñvel : Le Courrier du Finistère, Sav, Gwalarn, Al Liamm. Tri skrid kinniget en dastumad-mañ a zo chomet diembann : Ki du Magnus, Ar soudard Berthelot ha Porzh.
Embannadur : Here 2020 Golo gwevn 136 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 160 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0146-5
|
12.00 € TTC Er stok |
|