|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Herve Gouedard
"E gwirionez ne c'heller lavaret ec'h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc'h," eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c'heller lenn en dastumad-mañ.
A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c'hellomp kantreal un tamm e pep lec'h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc'hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc'houest...
War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv.
Embannadur : Here 2020 Golo gwevn 224 fajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 285 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0145-8
|
14.00 € TTC Er stok |
|