Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Yann Bijer
Emañ Kaou Kemener, poliser a vicher, o vevañ hag o labourat kostez Lannuon. Laouen-bras eo Kaou ha Loeiza e bried o pediñ o mignoned a-gozh Ronan Riou ha Katell, bigouterien evelto. Dizale e vo lidet pardon bras Ar Seizh Sant. Er chapelig-se bet savet war un daolvaen e tired bep bloaz kristenien ha
muzulmaned da lidañ asambles ur pirc'hirinaj a oa bet diazezet gant Loeiz Massignon e 1954.
Un degemer c'hwek o devo gant Tin Nedeleg, eontr Kaou ha person ar C'houerc'had ha bec'h d?ar pardon ! Dic'hortoz ar reuz hag ar bec'h a sav trumm avat ! Kaou Kemener a ranko kiañ evit kaout diluz d?an afer a ya kalz en tu-hont da dachenn Ar Seizh Sant.
Embannadur : Here 2019 Golo gwevn 156 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 190 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0132-8
|
12.00 € TTC Er stok |
|