Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Erwan Evenou
Er romant-mañ ez eus kaoz eus un amzer gwall drubuilhet en Aljeria. Ur vro bet trevadennet e-pad pell gant ar C'hallaoued ha gwallgaset he foblañs e-doug meur a vrezel da heul.
Anv zo ivez eus ur gumuniezhad vihan a vrezhonegerien o vevañ e kêr Alje, morse ne vo disoñjet ganto o yezh-vamm hag int-i pell mat eus o bro koulskoude.
Krogiñ a ra avel an dispac'h da c'hwezhañ. Kalz gwad a vo skuilhet, gwalldaolioù, tarzhadennoù ha lazhadegoù a vo hag ur bern tud a vo diank diwar ar brezel hir ha diboell-se. Aet an trec'h gant emsaverien an FLN, e rank an Treidoù-Du kuitaat Aljeria rak « Ar valizennn pe an arched » eo an diskan nevez a vez klevet en Alje d?ar mare-se.
Embannadur : Here 2018 Golo gwevn 196 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 230 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0132-8
|
12.00 € TTC Er stok |
|