|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Roparz Hemon Kinniget gant : Erwan Hupel
Kalz traoù a zo bet skrivet diwar-benn Roparz Hemon ha kalzik a vezo skrivet c'hoazh evel-just. Marteze a-walc'h en em gavo an dibab skridoù-mañ e gouloù meur a hini, meulerien pe droukprezegerien anezho.
Soñjit ervat ! Barzhonegoù divrazet, romantoù diechu... Estreget ur rener, ur ?mestr?, ur stourmer divrall ez eo bet Roparz Hemon eta, ur skrivagner kizidik hag un den diasur a-wechoù.
Daou-ugent vloaz zo e oa aet Roparz Hemon da Anaon e Dulenn. Dibenn ur vuhez bet gouestlet d?ar brezhoneg, diwezh ur c'henlabour fonnus gant Al Liamm. Romantoù, danevelloù, pezhioù-c'hoari, barzhonegoù, troidigezhioù...
Ouzhpenn 150 pennad gantañ a zo bet embannet en hor c'helaouenn. Al Liamm n'eo ket Gwalarn nag Ar Bed Keltiek ha Roparz Hemon « ... n'eo ket heol Breizh ez eo », met fellet ez eus deomp degas da soñj emaomp-holl e dle ar Breizhad bet adkavet Breizh gantañ tost kant vloaz zo.
Aozet ha kinniget gant Erwan Hupel.
Embannadur : Gwengolo 2018 Golo gwevn 148 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 180 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0127-4
|
12.00 € TTC Er stok |
|