 
  | 
 Levr+CD e brezhoneg Rummad : Danevell(où)  
  
Skrivagner : Yann Guillamot 
 
      Anavezet eo Yann Guillamot evel konter ha marvailher abaoe amzer e yaouankiz flamm. Padal e oa chomet betek-henn war dachenn ar prezegerezh. 
Amañ e vez kinniget gantañ un torkad koñchennoù farsus, warno liv an hengoun kernevat. 
Ganet e oa bet e 1949 e Ploveilh. E dud a oa Bigoudenned a-berzh mamm, ha Glaziked a-berzh tad. Holl brezhonegerien a-vihanik, o strilhañ dezhañ, a-grouadur, yezh marzhus ha dalc'hus o gourdadoù. 
Ar re a vez plijet gant arz ar c'honter a vo en o bleud pa zibuno teodadoù flemmus ha begadoù fent. Kavout a raio amañ an nevez-vrezhonegerien danvez kreñvaus da startaat ha da varrekaat o frezeg. 
 
Embannadur : Here 2017 Skeudennet e gwenn ha du - Golo gwevn 92 pajenn - Mentoù : 14,5 x 20,5 cm - Pouez : 155 g. Embanner : Al Liamm   ISBN : 978-2-7368-0121-2 
  | 
  15.00 € TTC    Er stok  | 
 
 
  |