|
Levr e brezhoneg Rummad : C'hoariva
Skrivagner : Jan Veldman Troet gant : Goulc'han Kervella
Tri c'hoarier yaouank, en-dro dezho war al leurenn, arvesterien ken yaouank all. Gerioù divalav, jestroù skoemp. Selloù kalet, selloù kollet. Feulster ! Peadra da brederiañ war un danvez skrijus, ur gwir binim evit hor c'hevredigezhioù.
E 1997 e oa bet savet Offsring, ur raktres evit kizidikaat an dud yaouank 12-25 bloaz ouzh ar c'hoariva e yezhoù minorelaet Europa. Er bloaz-se e c'hoarvezas un darvoud mantrus e kêrbenn Bro-Friz : drouklazh ur c'hrennard gant ur strollad tud yaouank. Fromet ha feuket voe an dud gant ar feulster-se.
Gewelt... Nee! ? Feulster... Nann ! ? a voe savet ha c'hoariet el liseoù dreist-holl.
Troidigezh Goulc'han Kervella, rener Ar vro Bagan, kentañ strollad brezhoneger a vicher, a ro tro da bep hini da lenn, da zisplegañ pe da c'hoari Feulster... Nann ! Ra dapo krog hor yaouankizoù brezhoneger er pezh-c'hoari etrebroadel-mañ.
Embannadur : Mae 2017 Golo gwevn 44 fajenn - Mentoù : 18 x 11 cm - Pouez : 50 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0124-3
|
9.00 € TTC Er stok |
|