|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Herve Seubil gKernaudour
Ar braz eus ar barzhonegoù a ya d?ober ar barzhaz-mañ zo bet embannet e-barzh Al Liamm etre 1984 ha 2016. Ar stroll anezhe a ya d?ober un oberenn kempoell ha dibar. Awenet-kreñv eo an aozer koulz gant bed kevrinus ar Grennamzer ha gant ar sonerezh.
A-bouez eo kellusk ha sonusted ar gwerzennoù evitañ, ac'hane an arver a ra en e varzhoniezh eus ar c'hlotennoù-diabarzh ? un doare gwerzaouiñ en e vleuñv e brezhoneg en amzer-hont.
Barzhonegoù hiraezhus a lennfer amañ diwar-benn karantezioù dizeürus pe kuzh, diwar-benn ar marv hag ar bed all... barzhonegoù deskoni hag a denn da harozed an Daol-Grenn ? meur a live-meizañ dezhe ? koulz ha reoù diwar-benn un dodenn hollvedel evel al Loar.
Keridwal, lec'h a galon, morse perc'hennet, gweladennet e kuzh, faltaziet dindan pluenn an aozer, a ziskuilh dimp darn eus e gevrinoù.
Embannadur : Here 2016 Golo gwevn 80 pajenn - Mentoù : 11 x 18 cm - Pouez : 88 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0116-8
|
9.00 € TTC Er stok |
|