|
Levr e brezhoneg Rummad : Danevell(où)
Skrivagner : Abeozen
Kinnig a ra Abeozen an dastumad danevelloù-mañ e koun an dud kaezh, skubet o hunvreoù, freuzet o mennozhioù, kaset dizamantus d?ar marv. Diazezet eo e oberenn war darvoudoù bevet gantañ hag e geneiled.
C'hoant en doa Abeozen da ginnig ur sell disheñvel ha personel war ar brezel, sell ur soudard kentañ klas kaset d?an drailh. Frammet eo levr Abeozen en-dro d?un dudenn bennañ : Erwan. Heuliañ a reer anezhañ a-hed freuz ha reuz ar brezel.
E kement danevell e kont deomp Abeozen un darvoud bennak, spontus p?en em gav ar Breizhad yaouank dirak ar marv, drastus pa veneg poanioù ar soudarded bet kontammet ha taget o skevent gant ar gaz mougus, frealzusoc'h pa c'hellont kuitaat an tachennoù emgann evit distreiñ d?ar gêr.
« Ar marv eo, muioc'h eget ar brezel, tem pennañ an dastumad danevelloù-mañ, » eme Gwendal Denez en e rakskrid.
Embannadur : Gwengolo 2014 Golo gwevn 140 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 175 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0101-4
|
12.00 € TTC Er stok |
|