|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Herve Gouedard
1888 : un arzour yaouank ha divrud a erru e Pont-Aven, kêr al livourien : Paul Sérusier. Heuliañ a raio kelennadurezh Paul Gauguin, rak gantañ emañ avel ar vodernelezh o c'hwezhañ,
ha ken mat e tesko ar vicher ken e teuio da vezañ unan eus brasañ livourien e amzer, ha diazezer luskad an Nabied, a dlee nevesaat arz al livouriezh en Europa. Emañ o tont eus Pariz, hogen,
boemet gant aergelc'h ar vro ha bamet gant al livioù dibar a gaver enni, e raio e annez e Kastell-Nevez-ar-Faou. Breizh a vo, hiviziken, andon bennañ e awen.
E pajennoù al levr-mañ e kinnig Herve Gouedard d?al lenner dispenn roudoù Paul Sérusier, betek e varv e 1927. Un daolenn vuhezek eus meteier al labour-spered hag an arzoù eo al levr-mañ, a lavaro lod. Ya, laouen, hogen ivez ur veaj dudius e Breizh, ?Breizh kaer-kurius? evel ma oa c'hoazh e-tro pleg an naontekvet kantved !
Embannadur : Here 2013 Golo gwevn 228 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 265 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0098-7
|
14.00 € TTC Er stok |
|