|
Levr e brezhoneg Rummad : Yezhadur
Skrivagnerien : Maodez Glanndour, Jakez Konan, Yvon Gourmelon
A-viskoazh ez eus bet er gelaouenn Al Liamm notennoù yezh.
Pennadoù berr peurliesañ, aozet, e penn kentañ, gant Frañsez Kervella alies a-walc'h, pa gave abeg en ur skrid bennak ha pa gave dezhañ e oa ret mat degas un tamm sklêrijenn war fedoù-yezh zo ha ne oant ket gwall sklaer atav.
El levr-mañ hon eus dibabet embann daou bennad bet skrivet pell zo : unan bet skrivet gant Maodez Glanndour war ar verb bezañ (embannet e-barzh niverenn 207 ar gelaouenn Al Liamm e 1981) hag unan all berroc'h gant Jakez Konan diwar-benn implij an adverb biken.
Ar pennadoù all a zo nevesoc'h ha diwar bluenn Yvon Gourmelon.
Meur a wech eo bet c'hoarvezet din goulenn digantañ divankañ ul lod eus ar skridoù embannet er gelaouenn ha goulenn a raen digantañ displegadurioù ivez war poentoù zo gwall luziet a-wechoù.
Diwar levezon ar galleg e savomp frazennoù kamm ha tort ha direizh a-fet yezhadur hag ereadur alies mat ha ma ne daoler ket evezh bras e chom ar fazioù-se garanet en hor spered da viken.
Emichañs e c'hello an notennoù-yezh-mañ reiñ un tamm skoazell da gement hini a striv da zeskiñ ar yezh ha da skrivañ e brezhoneg yac'h.
Tudual Huon
Embannadur : Here 2012 Golo gwevn 98 pajenn - Mentoù : 15,5 x 23,5 cm - Pouez : 170 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0090-1
|
11.00 € TTC Er stok |
|