|
Levr e brezhoneg
Skrivagner : Yann Gerven
Adembannadur.
E kêr Vrest emañ Jili Gwilhosou o labourat. Kuzulier war ar gwir eo hag enklasker a vicher. N'eus ket keid-all zo emañ Glaodina Pedel o labourat gantañ. Diouer a labour n'eus ket, se zo splann : ur skoliadez bet kuitaet he zud hag ar skolaj ganti a rankont adkavout ha lakaat war an hent mat en-dro, un noter aet skuizh gant e wreg hag ar vuhez diroll a skarzh kuit gant e vag dre lien a rankont klask.
Mona Wegen, gwreg ar surjian brudet Amede Dilaser, he deus kavet un amourouz, evit abuziñ hec'h amzer hag ar surjian un tamm jalous memestra, a garfe gouzout piv an den-se. Ma, netra dreistordinal... evit un enklasker a vicher. Pa oa bet kavet an doktor Dilaser marv-mik en e di avat, e oa Jili ha Glaodina e kreizik-kreiz un afer un tamm mat luzietoc'h...
Embannet e oa bet "Brestiz o vreskenn" evit ar wezh kentañ er gelaouenn Planedenn e 1984 ha goude-se e 1986 gant Al Liamm.
Embannadur : Meurzh 2012 Golo gwevn 92 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 120 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0086-4
|
12.00 € TTC Er stok |
|