|
Levr e brezhoneg Rummad : Barzhonegoù
Skrivagner : Anjela Duval
njela Duval [1905-1981] ? barzhez ha skrivagnerez a Vro-Dreger (ar C'houerc'had).Ul lid hag ur c'han heson da zouar he bro eo dastumad barzhonegoù barzhez Traoñ-an-Dour. He bro penn-kil-ha-troad eo a zeu war wel : an natur evel-just, an dud ivez, identelezh Breizh, al labour-douar, hec'h endro pemdeziek, na petra ?ta. He fluenn flour ha lemm lies gwezh a laka al lenner da dañva he c'harantez evit he zud, he yezh, hec'h endro a-bezh. Gant kizidigezh e tispak deomp an enkrez hag an nec'h o virviñ enni pa ?z eus anv eus amzer da zont he yezh hag he sevenadur ; kounnar a sav enni pa wel « Alouberien » o tistruj ar pezh a zo an tommañ d?he c'halon : he bro. Hor broudañ a ra Anjela Duval gant « Kan an Douar » da ganañ ganti Kan ar Garantez hag an Denelezh...
Embannadur : Mezheven 2011 Golo gwevn 180 pajenn - Mentoù : 14 x 19 cm - Pouez : 320 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0084-0
|
12.00 € TTC Er stok |
|