|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Riwal Huon
« Diwar ar bern patatez er c'hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d?an neb a venne selaou :
? Gant patatez Jili ?vez maget tud an ti ! Patatez Jili a zo tout? disi. Jili eo ma zad. »
« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »
« ...Tamm-ha-tamm e savas c'hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. .»
Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec'het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C'hastell-Ruz, e straedoù kêr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all.
Embannadur : Here 2010 Golo gwevn 172 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 205 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0080-2
|
12.00 € TTC Er stok |
|