|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Herve Gouedard
Penaos e teuas un tammig noblañs a Vreizh-Izel da vezañ ur moraer brudet hag un ergerzher bras...
« Ar c'haier-mañ, a stagan hiziv da zuiñ ar pajennoù anezhañ, a gavi ennañ, Mai vihan, dezrevell feal ma foanioù, ma flijadurioù, ma strivoù, ma disouezhennoù. Klask a rin livañ gant reizhded ha gant gwirionded kement a zo aet d?ober ma zammig buhez, hag ur frealz eo din soñjal e vo talvoudus dit an danevell a stagan hiziv ganti, hag e c'helli tennañ splet diouzh kement emaon o vont da skrivañ diwar vremañ, hag en treuzkas, d?az tro, d?ar vugale a vo roet dit deiz-pe-zeiz. Dastumet em eus skiant a-hed ma buhez turmudus, ha, ma teurvezez lenn an danevell-mañ betek penn ez po, amañ-ahont, alioù fur da glevet diganin. »
Savet eo ar romant-mañ e stumm un danevell-vuhez kinniget gant Erwan-Jozef a Gergelenn (1734-1797), ar moraer brudet, d?e verc'h-vihan.
Dindan pluenn gizidik, awenet-kaer ha titouret-mat Herve Gouedard e santer ar from, ar youl hag an nerzh a oa o virviñ en askre ar merdead meur, a gave dezhañ koulskoude ne oa, e gwirionez, netra all nemet ur c'hoariell e palv-dorn an tonkadur...
Embannadur : Here 2010 Golo gwevn 128 pajenn - Mentoù : 13 x 20 cm - Pouez : 155 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0081-9
|
12.00 € TTC Er stok |
|