|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Herve ar Gall
Lec'hiet eo eil romant Herve ar Gall e Breizh hag e Bro-Anjev d'ur mare ma oa reuz bras dre ar vro, da vare an IIIe Republik (etre 1794 ha 1800). Emsavadeg a oa bet un tamm e pep lec'h dre ar vro a-enep ar Republik, a-enep ar Re C'hlas. Ar Chouanted a oa niverus o armeoù ha renet e oant gant tud taer ha dizaon: Kadoudal, Boishardy, Roue Begnen, Markiz ar Rouari.
Studiet pizh en deus Herve ar Gall ar prantad-se eus Istor Breizh met lakaet en deus e ijin hag e faltazi da labourat a-benn kinnig deomp un istor un tamm mat disheñvel memes tra... Mont a ra an tu gounit gant ar Bleizi Ruz...
Deomp 'ta da heul Pêr Mengi, Kaourintin, Erwan Madeg hag o mignoned, difennerien Republik Breizh !
Embannadur : Eost 2008 Golo gwevn 232 bajenn - Mentoù : 15,5 x 22 cm - Pouez : 385 g. Embanner : Al Liamm ISBN : 978-2-7368-0073-4
|
13.00 € TTC Er stok |
|