
|
Levr e brezhoneg Rummad : Romant
Skrivagner : Goulc'han Kervella
Mont a reas ar gwaz yaouank, dre goadeg gwez-avaloù ar C'hornog, betek ostaleri Mari ar Blag, war blasenn ar moc'h, e traoñ kêr. Un toulladig paotred kozh a oa oc'h evañ banneoù, harpet ouzh an daol-gont. "Sell 'ta piv ! Jarl al Lossok !" Sebezet e oant chomet, o sellet outañ, ger all ebet ganto.
Setu istor Jarl, un den yaouank a 23 bloaz, chomet gloazet war-lerc'h un argad spouronus hag euzhus er bloavezh 1916. Eñ, deuet en-dro d'e vro, tri bloaz war-lerc'h, ne oa ket bet sioulaet e spered. Daoust ma oa aet da besketaer ha bezhinaer adarre, evel a-raok, e oa aet e vuhez kent da get war ar memes tro...
Pelloc'h eget an istor fromus kontet deomp gant Goulc'han Kervella e kaver, er romant-mañ, buhez Arvoriz a-wechall, pa veve an dud diouzh ar mor hag an douar, pa oa bevennet mat o buhez gant ar gizioù bro, al labour hag ar relijion.
Embannadur : Ebrel 2018 Golo gwevn 142 bajenn - Mentoù : 12 x 18,5 cm - Pouez : 165 g. Embanner : Skol Vreizh ISBN : 978-2-36758-082-1
 |
12.00 € TTC  < 5 dev. |
|